Ben J W Anthony - Bro Gozh Ma Zadou (Breizh and Cymru)

Ni, breizhiz a galon, karomp hon gwir vro
Brudet eo an arvor dre ar bed tro-dro
Dispont 'kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat
A skuilhas eviti o gwad
O breizh, ma bro, me 'gar ma bro
Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro
Ra vezo digabestr ma bro
Ar vretoned 'zo tud kalet ha kreñv
N'eus pobl ken kalonek a-zindan an neñv
Gwerz trist, son dudius a ziwan enno
O! pegen kaer ez out, ma bro
O breizh, ma bro, me 'gar ma bro
Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro
Ra vezo digabestr ma bro
O breizh, ma bro, me 'gar ma bro
Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro
Ra vezo digabestr ma bro
Breizh, douar ar sant kozh, douar ar varzhed
N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed
Pep menez, pep traoñienn d'am c'halon zo ker
Eno 'kousk meur a Vreizhad taer
O breizh, ma bro, me 'gar ma bro
Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro
Ra vezo digabestr ma bro
Mard eo bet trec'het breizh er brezelioù bras
He yezh a zo bepred ken bev ha biskoazh
He c'halon virvidik a lamm c'hoazh 'n he c'hreiz
Dihunet out bremañ, ma breizh
O breizh, ma bro, me 'gar ma bro
Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro
Ra vezo digabestr ma bro
O breizh, ma bro, me 'gar ma bro
Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro
Ra vezo digabestr ma bro
Ra vezo digabestr ma bro
Ra vezo digabestr ma bro

Written by:
Traditional Music

Publisher:
Lyrics © O/B/O DistroKid

Lyrics powered by Lyric Find

Ben J W Anthony

View Profile
With our Strings, our Drums and the Breath in our Lungs With our Strings, our Drums and the Breath in our Lungs